Текст песни Tri Yann - Bro Goz Ma Zadou
Tri Yann - Bro Goz Ma Zadou слова песни
Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont `kreiz ar brezel hon tadou ken mat
A skuilhas eviti o gwad.
Diskan
O Breizh ma bro
Me `gar ma bro!
Tra ma vor mor
`Vel mur `n he zro
Ra vezo digabestr ma bro.
Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv
N`eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O pegen kaer ez out ma bro.
Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed
N`eus bro all a garan kement `barzh ar bed
Pep menez, pep traonienn da`m c`halon zo kaer
Enno `kousk meur a vreizhad taer.
Mard eo bet trec`het Breizh er brezeliou bras
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh
He c`halon birvidik a lamm c`hoazh `n he c`hreiz
Dihunet out breman, ma Breizh.
Kan broadel Breizh gant Taldir Jaffrennou."